John Doe evit ar baotred, ha Jane Doe evit ar merc'hed, eo an anv roet, dre ziouer, e SUA, d'an dud pa n'anavezer ket o anv. Kement-se a lavarer eus tud kollet o anaouedegezh pe o eñvor ganto, pe eus korfoù-marv dianav pa vezont degemeret en un ospital.
John Roe ha Jane Roe a vez implijet ivez en hevelep degouezhioù.
Gant an anvioù-se ivez e vez graet evit komz eus un den hag a c'hellfe bezañ n'eus forzh piv er straed, evel Yann Beanv e brezhoneg.
Meneget eo an anv John Doe adalek 1768 e lezennoù Breizh-Veur, al « Lezenn voutin » (Common law).
Enno e veze graet John Doe eus ar c'hlemmer dianv pe na fell ket dezhañ dikuliañ e anv, pa vez graet Richard Roe eus an tamallad pa vez dianav e anv ivez.
En SUA hag e Kanada dreist-holl e reer gant an anvioù-se hiziv an deiz ; gant Joe Bloggs pe John Smith e reer er Rouantelezh-Unanet, en Aostralia hag e Zeland-Nevez – er vro ziwezhañ-mañ e c'hall talvezout evit "un den kozh", pe evit "n'eus forzh piv" evel an anv rumm Everyman ("pep gwaz").