Joost van den Vondel

Joost van den Vondel

Joost van den Vondel (17 a viz Du1587 e Köln5 a viz C'hwevrer 1679 en Amsterdam) a oa ur skrivagner nederlandek a savas barzhonegoù ha pezhioù-c'hoari.

Ul levezon vras en deus bet Joost van den Vondel war yezh ha lennegezh an Izelvroioù er XVIIvet kantved, par da levezon Molière evit ar galleg pe da hini Shakespeare evit ar saozneg. E varzhoneg Joannes de Boetgezant (1663), diwar-benn buhez Yann ar Badezour, a seller outi evel ar meurgan nederlandek brasañ. C'hoariet e vez e bezhioù c'hoazh. An hini anavezetañ, Gijsbrecht van Aemstel, zo bet c'hoariet bep bloaz, da Zeiz kentañ ar bloaz, etre 1637 ha 1968.

Derc'hel a reas Vondel da skrivañ betek e gozhni. Lod eus e bezhioù anavezetañ, evel Lucifer pe Adam in Ballingschap, a voe skrivet gantañ goude 1650, pa oa 65 bloaz.

Ganet e oa bet Joost van den Vondel e Köln, en ur familh tud a oa tec'het diouzh Antwerpen, en Izelvroioù ar Su, abalamour ma oant protestanted mennoidi. E 1597 ez ejont da vevañ da Amsterdam, er Proviñsoù Unanet. Bevañ a reas Vondel en Amsterdam e-lec'h m'en doa ur stal dilhad, e kreiz kêr, er Warmoesstraat. Daou eus e bevar bugel a varvas ent yaouank.

Deskiñ a reas latin da c'hallout lenn al lennegezh skrivet er yezh-se. E 1625 e stagas ivez da zeskiñ henc'hresianeg da c'hallout lenn pezhioù-c'hoari an Henamzer.

E 1641 e troas a-du gant ar gatoligiezh, dindan levezon e wreg marteze, pa oa hi katolik. Kement-se ne blijas ket nemeur d’e genvroidi a oa, an darn vrasañ anezho, kalvinourien. Skridoù flemmus a savas a-enep ar galvinourien hag a-enep Johan van Oldenbarnevelt, unan eus o fennoù bras e Stadoù Holland etre 1589 ha 1619.

Mervel a reas e 1679. Bremañ emañ e vez en Nieuwe Kerk, en Amsterdam, en iliz ma vez kurunennet rouaned an Izelvroioù.