Joseph Jenkins Roberts

Roberts war-dro 1851

Joseph Jenkins Robert (15 a viz Meurzh 1809 - 24 a viz C'hwevrer 1876) a voe kentañ ha seizhvet prezidant Liberia.

Ganet e oa bet e Norfolk (Virginia, Stadoù-Unanet). Ur planter kembreat a-orin e vije bet e dad pa oa e vamm, Amelia, ur sklavez dezhañ. Hi hag he bugale a voe digabestret gant o mestr ha dimeziñ a reas gant James Roberts hag a roas e anv d'he bugale.

D'an 9 a viz C'hwevrer 1829 e kuitaas SUA e bourzh an Harriet evit divroañ da Liberia. Asambles gantañ e oa e vamm, pemp eus e vreudeur ha c'hoarezed, e wreg hag e vabig. En em staliañ a reas e Monrovia ma tigoras ur stal genwerzh. E 1830 e varvas e wreg hag o bugel hag addimeziñ a reas gant Jane Rose Waring. E 1833 e teuas da vezañ high sheriff, e karg da zastum taosoù digant pobloù ar c'horn-bro. Lakaet e voe da vesgouarnour e 1839 hag e 1841, goude marv Thomas Buchanan, e teuas da vezañ gouarnour. E 1846 e c'houlennas dizalc'hiezh an drevadenn hag a voe asantet dre referendom. D'ar 26 a viz Gouere 1847 e tisklêrias an dizalc'hiezh. Gounit a reas an dilennadeg aozet war-lerc'h ha d'an 3 a viz Genver 1848 e krogas gant e garg a brezidant Liberia.

Addilennet e voe teir gwech diouzh renk, betek koll a-enep Stephen Allen Benson e dilennadeg 1855. Labourat a reas da gentañ evit ma vije anavezet Liberia gant Stadoù all ar bed hag evit-se e veajas da Europa ha kejañ gant pennoù-Stad all. Trevadenn Maryland a embannas he dizalc'hiezh e 1854 met goude bezañ bet sikour digant hec'h amezeg en ur brezel a-enep ar pobloù Kru ha Grebo e stagas ouzh Liberia, evel kontelezh Maryland, e 1857.

Addilennet e voe e 1872 hag e 1874 met ne voe ket evit gouarn adalek 1875 dre ma oa re glañv hag Anthony W. Gardiner a renas en e blas betek 1876. Mervel a reas d'ar 24 a viz C'hwevrer 1876. E anv zo bet roet da aerborzh pennañ Liberia ha d'ur gêr, Robertsport.