Jostein Gaarder zo ur skrivagner norvegek brudet evit bezañ skrivet danevelloù ha levrioù evit ar vugale. Ganet e oa bet d’an 8 a viz Eost 1952.
Ganet e oa bet en Oslo, kêr-benn Norvegia, en ur familh kelennerien. Studioù war ar yezhoù skandinavek hag an doueoniezh en deus graet e Skol-veur Oslo. A-raok bezañ skrivagner e oa kelenner prederouriezh.
Bed Sofi eo e oberenn anavezetañ, dezhi an istitl Romant diwar-benn istor ar brederouriezh. Troet eo bet al levr-se e 53 yezh hag embannet ez eus 26 milion a skouerennoù anezhañ, dre ar bed.