José Alfredo Jiménez, ganet e 1926 en Dolores Hidalgo, Guanajuato, ha marvet e 1973 e Kêr Mec'hiko, a oa ur c'haner ha sonaozour mec'hikan en doare ranchera, hag unan eus brudetañ kanerien ar vro.
Meur a ganaouenn gantañ zo diwar-benn lonkerien: El ultimo trago, Llego borracho el borracho.
Mervel a reas José Alfredo Jiménez en Ciudad de México, d'an 23 a viz Du 1973, da 47 vloaz, gant an avu-kalet. Beziet e voe en e gêriadenn c'henidik, evel ma c'houlenne en e ganaouenn "Caminos de Guanajuato".