José Ramos-Horta (ganet d'ar 26 a viz Kerzu 1949 e Dili) zo ur politikour ha prezidant Timor ar Reter etre 2007 ha miz Mae 2012.
Priz Nobel ar Peoc'h zo bet roet dezhañ e 1996 evit e labour a-benn kavout un diskoulm peoc'hus d'ar brezel a rene en e vro. Kentañ Ministr Timor ar Reter eo bet adalek an 10 a viz Gouere 2006 betek an 19 a viz Mae 2007 a-raok dont da vezañ prezidant d'an 20 a viz Mae. D'an 11 a viz C'hwevrer 2008 e voe tennet outañ gant soudarded kaset gant Alfredo Reinado. Chom a reas daou viz en ospital en Aostralia.
Prezidanted Timor ar Reter |
|||
---|---|---|---|
|