Judit zo un anv-badez brezhonek hag hungarek a orin hebreek, roet er relijion protestant, hag a zeu eus an Testamant Kozh.
Un anv a orin hebreek eo Judit, ha furm venel Jud, pe Yehudi, anv unan eus an daouzek abostol.
Roet e vez an anv abalamour d'ar vaouez a gonter hec'h istor e Levr Judit, hag a voe trec'h war ar jeneral Holofern.
En Italia e anavezer ur santez Judit, pe Giuditta, merzherez e Milano. Lidet e vez an anv Judit d'ar 5 a viz Mae en deiziadur kristen.
Ne vez ket roet an anv e-touez ar vrezhonegerien. Nebeut e vez roet e-touez gallegerien Breizh, moarvat dre m'eo stag ouzh an hengoun yuzev ha protestant kentoc'h eget ouzh an hini katolik.
Er Grennamzer e veze roet an anv e-touez uhelidi frank Europa, ha ne oa ket dianav e Breizh (gwelout amañ dindan).
Anv meur a briñsez frank eo bet:
Teir maouez a renk uhel zo brudet en istor Breizh:
Meur a Judit all zo bet c'hoazh er Grennamzer.
Brudet eo istor Youdith ha Olofern, ma ya an harozez yuzev da lorbiñ ar jeneral a zo oc'h freuz ha reuz en he bro, ha d'e lazhañ. Gwelet eo bet gant kalz livourien, abaoe an Azginivelezh, evel arouez ar Vaouez dieuberez peurvuiañ, pe spazherez a-wechoùigoù, hervez an dud.