Ganet eo e Haarlem[1] hag an eizhvet bugel da Jan Willemsz Leyster, breser-bier ha kemener, e oa.
Ma n'ouzer ket penaos e teskas ar vicher eo splann e oa brudet a-walc'h en-krennardez da gaout meneg eus hec'h anv en ul levr nederlandek skrivet gant Samuel Ampzing hag anvet Beschrijvinge ende lof der stadt Haerlem, skrivet e 1621, adwelet e 1626-27, hag embannet e 1628.
E 1636 e timezas da Jan Miense Molenaer, ul livour a live muioc'h eviti goude ma ne oa ket ken ampart. Dilojañ a rejont da vont da Amsterdam, ma vije aesoc'h kavout sav d'o oberennoù. 11 vloaz e chomjont eno. 5 bugel o doe, met 3 anezho a varvas en-bugel. Goude ez ejont da Heemstede da chom ha mervel a reas-hi da 50 vloaz.