Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Henroma ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Iulius Nepos ![]() |
Titl noblañs | impalaer roman ![]() |
Praenomen | talvoud dianav ![]() |
Nomen | Iulius ![]() |
Cognomen | Nepos ![]() |
Deiziad ganedigezh | 430 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Dalmatia ![]() |
Deiziad ar marv | 9 Mae 480 ![]() |
Lec'h ar marv | Split ![]() |
Doare mervel | muntr ![]() |
Abeg ar marv | stab wound ![]() |
Killed by | Ovida ![]() |
Tad | Nepotianus ![]() |
Pried | wife of Julius Nepos ![]() |
Gens | Julia gens ![]() |
Micher | politiker ![]() |
Karg | Western Roman emperor, rener ![]() |
Relijion | kristeniezh ![]() |
Perzhiad e | Deposition of Romulus Augustulus ![]() |
Prantad | Low Roman Empire ![]() |
Flavius Julius Nepos (war-dro 430-480) a voe impalaer roman ar C'hornôg adal Mezheven 474 betek Eost 475.
Ganet e oa e 450, e Dalmatia. Mab e oa da Nepotianus, n'anavezer ket anv e vamm. Dimezet e oa d'un nizez d'an impalaerez Aelia Verina, pried da Leon Iañ, impalaer Bizantion.
Gouarner Dalmatia e voe. Anvet e voe da Gaezar (eil-impalaer), evit ar C'hornôg, gant Zenon, goude an 9 a viz C'hwevrer 474. Gant hennezh e voe roet urzh dezhañ da ziskar an impalaer Glycerius. Tapet e voe Glycerius gant arme Nepos ha goude-se e voe anvet Julius Nepos da impalaer ar C'hornôg d'ar 24 a viz Mezheven 474 (Dies Imperii), gant e soudarded. Eñ e voe an impalaer diwezhañ en Impalaeriezh ar C'hornôg, hag a vefe bet anavezet gant Impalaeriezh ar Reter. Ravenna e oa e gêr-benn.
E 475 e reas ar peoc'h gant Eurig, roue Vizigoted Akitania. Eskemm a reas gantañ Bro-Arvern ha kêr Arvernis (Clermont-Ferrand hiriv) evit adkavout Bro-Brovañs. Sidonius Apollinaris, difenner Clermont, en eus komzet eus " ... un emglev mezhus !"
Diskaret eo bet e-unan gant e jeneral Flavius Orestes, d'an 28 a viz Eost 475.
Drouklazhet e voe e-kichen Salona, war urzh ar gonted Viktor hag Avida.
Istor ar Roue Arzhur a red eus kreiz Vt da greiz VIt kantved.
Julius Nepos a zo bet ar c'h-Kezar diwezhañ evit ar C'hornog, etre miz C'hwevrer 474 d'ar 25 Mezheven 474. Er bloaz se, an 30 Ebrel a zigouezhe war un Meurzh, deiz hag a zo roet e-barzh ar vojenn.
Julius Nepos, ar C'hezar, a zo bet kemeret dre fazi gant ar vojenn evit Caius Julius Caesar, -100 / -44.