Julius Nyerere

Julius Nyerere
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhTanzania Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJulius Kambarage Nyerere Kemmañ
Anv-bihanJulius Kemmañ
Anv-familhNyerere Kemmañ
Deiziad ganedigezh13 Ebr 1922 Kemmañ
Lec'h ganedigezhButiama Kemmañ
Deiziad ar marv14 Her 1999 Kemmañ
Lec'h ar marvLondrez Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvleukemia Kemmañ
Lec'h douaridigezhButiama, Mara Region Kemmañ
PriedMaria Nyerere Kemmañ
KarBashiru Ally Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, swahileg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
KargPrezidant Tanzania, Presidant Aozadur an unaniezh afrikan, Prime Minister of Tanganyika, Prezidant an Tanganyika, Prime Minister of Tanganyika Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-veur Makerere, Skol-veur Dunedin, University of Fort Hare Kemmañ
Strollad politikelTanganyika African National Union, Party of the Revolution Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennetDilennadegoù prezidant an Tanganyika e 1962 Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Stad ar c'hanonizasionServijer Doue Kemmañ
Gouel14 a viz Here Kemmañ
Brezelbrezel Ouganda–Tanzania Kemmañ
Oberenn heverkDisklêriadenn Arusha Kemmañ
LuskadUjamaa Kemmañ
Julius Nyerere e 1965

Julius Kambarage Nyerere (13 Ebrel 192214 Here 1999 e Londrez) a oa ur politiker eus Tanzania. Kentañ prezidant Tanzania e voe, e penn ar vro eus 1964 da 1985.

Ganet e voe e-touez tud hag a veve e-kichen al Lenn Victoria. Mont a reas d’ar skol da Musoma, ma reas berzh, ha mont da skol Tabora goude. Ur yalc’had a resevas evit mont d’ober e studioù da Gampala, en Ouganda e skol-veur Makerere. Echuiñ a reas e studioù eno gant un diplom kelenner.

Distreiñ a reas da skol eil derez Tabora, da gelenn bevoniezh e-pad tri bloaz. E 1949 e resevas ur yalc'had c'hoazh evit mont da Vreizh-Veur da gas e studioù pelloc'h. Bez’ e oa ar c’hentañ studier eus e vro o vont da Europa evit e studioù. Etre 1949 ha 1952 e voe studier e skol-veur Dinedin ha tapout ar reas ur vestroniezh en ekonomiezh hag en istor.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1954 e voe e-touez ar re a savas an Tanganyika African National Union (TANU). E 1960 e teuas da vezañ kentañ ministr ar vro. Goude dizalc'hidigezh Tanganyika, e voe dilennet da brezidant e 1962. E miz Ebrel 1964 e voe unanet Tanganyika haj Zanzibar da vont d’ober ur stad nevez, Tanzania.

Gant disklêriadur Arusha, e 1967, e tisplegas Nyerere petra e oa evitañ an hent da heuliañ evit e vro, hent ar "sokialouriezh afrikan". Kement-se a zlee hervezañ kas d’ur gevredigezh reizh ma vefe kevatal an dud ha ma c’hallfe ar vro emvastañ d’he ezhommoù. Evel prezidant e vro e kasas da benn meur a dra : broadelaet e voe ar bankoù hag an embregerezhioù bras, adaozet e voe reizhiad ar skolioù hag evit al labour-douar e voe savet kumuniezhoù er c’hêriadennoù, anvet Ujamaa, ma veze lakaet boutin an douaroù hag ar binvioù.

Daoust d’an diaesterioù evit lakaat armerzh Tanzania da dreiñ, e nac'has atav kas ar vro war hent ar frankizouriezh armerzhel. Reiñ a reas e zilez eus e garg a brezidant e 1985, met chom a reas e penn ar strollad CCM (Chama Cha Mapinduzi, "Kostezenn an Dispac'h" e swahileg). Daoust d’an disoc'hoù dister a voe dindan e ren evit diorren armerzh ar vro, o deus dalc'het tud Tanzania da gaout istim evit Nyerere beteek e varv e 1999. A-drugarez dezhañ ez eus bet savet ur stad demokratel e Tanzania, un dra rouez a-walc'h en Afrika d’ar mare-se, ha n'eus ket bet a vrezel diabarzh.

Asambles gant prezidant Yougoslavia, Tito, prezidant Ejipt, Naser, kentañ ministr India, Nehru, ha prezidant Indonezia, Sukarno, eo bet Julius Nyerere unan eus ar re o deus kaset war-raok mennozh Luskad ar Stadoù Disteud. A-hed e vuhez eo bet oberiant evit lakaat fin d’an apartheid e Suafrika hag evit lakaat ar peoc’h da ren e broioù Afrika.

Ur c'hristen gredus e oa Nyerere ha tost d’e galon e oa evitañ ivez difenn an natur.

Oberennoù politikel troet e saozneg :

  • Freedom and Unity (Uhuru na Umoja): A Selection from Writings & Speeches, 1952–1965 (Oxford University Press, 1967)
  • Freedom and Socialism (Uhuru na Ujama): A Selection from Writings & Speeches, 1965–1967 (Oxford University Press, 1968)
  • Freedom and Development (Uhuru Na Maendeleo): A Selection from the Writings & Speeches, 1968-73 (Oxford University Press, 1974)
  • Ujamaa — Essays on Socialism (1977)
  • Crusade for Liberation (1979)

Troidigezhioù lennegel e swahileg :

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]