Junkers Ju 52 | |
![]() | |
Junker Ju 52/3m pradet | |
Deskrivadur | |
Kefridioù | Dezouger Bombezer kreiz Aerdreizher |
Farder | Junkers Flugzeug und Motorenwerke AG ![]() |
Ergrafer | Ernst Zindel |
Implijer kentañ | Luftwaffe |
Skouerennoù | 4 845 |
Kenderc'hadur | ![]() ![]() ![]() |
Tresoù (kentel Ju 52/3m) | |
![]() |
Ar Junkers Ju 52, lesanvet Tante Ju ("Moereb Ju") gant an Alamaned hag Iron Annie ("Annaig Houarn") gant an Amerikaned, a oa ur c'harr-nij brezel dezougen trimotor savet gant an Alamaned adalek 1931 betek 1952.
Implijet eo bet ken gant an drevourien, ken gant soudarded an aerlu e-pad ar bloavezhioù 1930 hag ar bloavezhioù 1940. Evit an drevourien e oa bet 12 karr-nij dezougen tud pe varc'hadourezhioù o nijal, gant an embregerezhioù Swissair ha Deutsche Luft Hansa. Da geñver an implij milourel, e nijas evit al Luftwaffe gant ar gefridi dezougen soudarded, dezougen dafar brezel hag e-pad ul lajad amzer berr evel bombezer kreiz.
Ar Ju 52 a gendalc'has da vezañ implijet goude an Eil Brezel-bed, koulz gant ar soudarded ha gant an drevourien, betek ar bloavezhioù 1980 en aerlu suis evit ar re ziwezhañ.
Dammheñvel ouzh ar Junkers W 33 eo ar Ju 52, nemet ez eo ledanoc'h. E 1930, Ernst Zindel gant e skipailh ijinourien a sevenas mennad ar Ju 52 e labouradeg Junkers lec'hiet e Dessau. Ar c'harr-nij a implije en un doare diordin metal duralumin houlennet ; Junkers a oa bet e-touez ar re gentañ oc'h implij an dafar-se evit kreñvaat korf diavaez an nijerezioù e-pad ar Brezel-bed kentañ.
En e gentel ziazez, anvet "Ju 52/1m", e oa bet savet ar Ju 52 evel ur c'harr-nij gant ur c'heflusker dre enleskiñ hepken, ur BMW IV pe ur Junkers V-12 yenaet dre zour.
Siwazh, gwan betek re e oa ar c'harbed unkeflusker : goude pemp pimpatrom e voe divizet e vefe savet ar c'hirri nij war-lec'h gant tri motor steredennek, alese an anv Ju 52/3m (drei motoren, "3 c'heflusker").
Aerlu Kolombia en devoa implijet tri Ju 52/3mde bombezer dafaret evit dont da vezañ dournijerezioù e-pad brezel Kolombia-Perou e 1932–1933. Goude ar brezel e prenas tri Ju 52mge all evit an dezougen ; chom a reas an nijerezioù-se e servij goude an Eil Brezel-bed.