Jurji Zaydan (جرجي زيدان en arabeg), ganet e Beirout d'ar 14 a viz Kerzu 1861 ha marvet e Kaero d'an 22 a viz Gouere 1914, a oa ur skrivagner hag ur barzh arabek libanat eus an Nahda. Embann a reas e-leizh a skridoù, levrioù istor, barzhonegoù, romantoù ha sevel a reas ar gelaouenn Al-Hilal.
E bal, evel skrivagner da vare an Nahda, e oa lakaat an Arabed da c'houzout hiroc'h war o istor. Sellet a reer outañ evel unan eus diazezerien ar vroadelouriezh arab.
Jurjī Zaydān a voe ganet en ur familh tudigoù kristen eus Liban, ken ma rankas paouez gant ar skol da unnek vloaz da sikour e dad gant e breti. Met deskiñ a reas lenn ha skrivañ, ha saozneg, ha d'an oad a 20 vloaz, e 1881 e voe degemeret er Syrian Protestant College da studiañ medisinerezh.
Da 24 bloaz ez eas da Ejipt. E-pad e studioù en doa graet anaoudegezh gant frañmasoned hag e 1899 e embannas e levr kentañ Ta'rikh al-Masuniya al-Amm ("Istor hollek ar frañmasoned") e Kaero, pa oa deuet da vezañ unan anezho. E 1892 e savas ar mizieg al-Hilāl ("ar greskenn loar"), ma rae anv eus modernelezh, eus skiantoù, istor, lennegezh. Derc'hel a ra ar gelaouenn-se da zont er-maez betek bremañ en Ejipt.
Mervel a reas e 1914 ha lezel war e lerc'h 23 romant, ur bern pennadoù hag ur gelaouenn anavezet dre an holl vroioù arabek ha pelloc'h. Unan eus pouezusañ skrivagnerien arabek e vare e voe ha levezoniñ a reas skrivagnerien evel Taha Hussein, Naguib Mahfouz pe Fadwa Tuqan.
hag ouzhpenn ugent romant istorel, lod anezho troet nevez zo e galleg hag e saozneg, evel