Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Κάλχας |
Abeg ar marv | disappointment |
Tad | Thestor |
Micher | seer |
Azeulet gant | Mitologiezh Henc'hres |
Present in work | Ilias |
Kalc'has (Κάλχας / Kálkhas e henc'hresianeg), mab da d-Thestor, a oa un diouganer, bet gantañ e c'halloud a-berzh Apollon hervez mojennoù Hellaz kozh. Eñ eo a alias Agamemnon da aberzhiñ e verc'h Ifigeneia d'an doueed da gaout avel vat digante da vont da vrezeliñ da Droia.
Kent da arme tud Hellaz lestrañ etrezek Troia e tiouganas e vije ezhomm eus ar brezelour meur Ac'hilleüs hag e padje dek vloaz ar brezel. E-pad an dreizhadeg e tispleg da Agamemnon perak he deus Artemis dalc'het listri an Hellened en Aulis, ha penaos he digounnariñ oc'h aberzhiñ e verc'h Ifigeneia.
Goude kemeret Troia, echu ar brezel. Hag eñ d'ar gêr war e dreid gant Leonteüs ha Polypoites, rak Kalc'has, a gave gwelloc'h an hent hir dre an douar eget ar veaj verr war vor, abalamour da gounnar an doueez Athena. Hag int-i erruet e Kolofon. Eno e varvas Kalc'has gant ar vezh dre ma voe trec'het gant an diouganer Mopsos, mab da Apollon, en ur seurt kenstrivadeg diouganiñ. Hervez un doare all e varvas diwar tagañ gant ar re c'hoarzhin. Beziet e voe gant e zaou gompagnun.