Kaledvoulc'h (e brezhoneg) pe Caledfwlch (e kembraeg) eo anv kleze mojennel ar roue Arzhur (Kalesvolgh e kerneveureg) hervez ar mojennoù predenek (tud Kembre a lavar "kembraek") a zo diazez mojenn Arzhur. A-wechoù e lavarer en deus galloudiezhoù hud, pe lakaet e vez da vout arouez mestroniezh Enez Vreizh.
Met n'eo ket Kaledvoulc'h an anv anavezetañ, rak en holl yezhoù all e vez graet gant an anv gallek, deuet diwar al latin, Excalibur, ken ne oar ket an darn vrasañ eus ar Vretoned eo un anv brezhonek e oa da gentañ, hag a zo bet troet goude, e latin da gentañ, ha diwar-se e galleg.
Savet e vije an anv predenek-kembraek-se gant ar gerioù caled (kalet) ha bwlch (boulc'h)[1]. Gallout a rafe an anv dont eus hini ur c'hleze-luc'h, caladbolg e anv, e henvojennoù Iwerzhon.
Alies e vez lavaret e tenn Kaledvoulc'h d'an anv Caladbolg, hini ur c'hleze douget gant meur a zen eus mojennoù gouezelek Iwerzhon. Koulskoude ne gav ket da Rachel Bromwich na D. Simon Evans e vije gwirheñvel e vije bet amprestet an anv Caledfwlch eus an anv gouezelek Caladbolg. Kavout a ra dezho int daou anv "savet pell zo da envel ur c'hleze" ; hag ar c'hleze-se a deuas da vout perc'henniezh Arzhur er mojennoù predenek[2].
Kembraeg a ouie Jafrez Menoe, ha gantañ e voe latinekaet anv Kaledvoulc'h a zeuas da vezañ Caliburnus, en e levr Historia Regum Britanniae en XIvet kantved. Caliburnus pe Caliburn a droas neuze da Excalibur, Escalibor, pa voe kontet an istor e galleg.
Kavout a ra d'ar geltiegourien peurvuiañ e teu Caliburnus Jafrez Menoe eus ur stumm hengembraek kavet gantañ en un dornskrid kollet abaoe. E-barzh hennezh e oa chomet ar ger bwlch digemm, ha ne oa ket troet da fwlch c'hoazh[3].
Da gentañ-penn e kaver anv Kaledvoulc'h e skridoù kembraek, evel ar varzhoneg Preiddeu Annwfn hag an danevell Culhwch ac Olwen, er Mabinogi, skrivet war-dro ar bloaz 1100 war a greder.
Diwezhatoc'h e kaver an anv e skridoù kembraek a zo azasadurioù eus danvez estren, latin pe gallek, evel ar Brut, diazezet war oberenn Jafrez Menoe.
Kemeret e oa bet anv Kaledvoulc'h da anv-pluenn gant ar barzh Erwan Berthou.
|