Kali Yuga

Kali Yuga : (Devanāgarī: कलियुग /kəli juɡə/, da lâret eo "Oadvezh (an droukspered) Kali", pe "Oadvezh ar si") eo an diwezhañ eus ar pevar frantad treuzet gant ar bed e-pad kelc'hiad ar yugaoù deskrivet er skridoù sakr hindouek. Satya Yuga, Treta Yuga ha Dvapara Yuga eo anv an oadvezhioù all. Hervez ar Surya Siddhanta, ul levr steredoniezh indian, anezhañ diazez an holl zeiziadurioù hindouek ha boudaek, e krog Kali Yuga da hanternoz (00:00) d'an 18 a viz C'hwevrer 3102 kent J.K[1] en deiziadur juluan proleptek, pe d'an 23 a viz Genver 3102 kent J.K. en deiziadur gregorian proleptek. Kalz Hindoued a sell ivez ouzh an deiziad-se evel an deiz ma oa kuitaet an douar gant Krishna. Krediñ a ra ar pep brasañ eus ar re a zispleg ar skridoù sakr hindouek emaomp en oadvezh Kali Yuga. Lod, evel Swami Sri Yukteswar,ha Paramhansa Yogananda[2]. a gred emaomp tost da ziwezh an oadvezh-se ha da zeroù Dvapara Yuga. Peurliesañ e soñjer ez eus 432 000 vloaz er c'hKali Yuga.

An Hindoued hag ar Sikhed a gred e skoan sevenadur Mab-Den war dachenn ar speredelezh e-doug Kali Yuga,[3],[4]. Sellet e vez outañ evel an oadvezh teñval rak en e gerzh e pella an dud ar pellañ zo posupl diouzh an Doue. Alies en hindouegezh e vez taolennet ar vuhezegezh (dharma) dindan stumm un tarv. E Satya Yuga, kentañ pazenn ar c'helc'hiad, an tarv en deus pevar fav, met e pep oadvezh e tigresk an dharma eus ur c'hard. En oadvezh Kali ez eo bihanaet ar vuhezegezh d'ur c'hard hepken eus ar pezh a oa en oadvezh aour, ha ne chom ken ur pav gant tarv an Dharma[5],[6].

Kali Yuga zo liammet gant an droukspered Kali. Arabat eo drougveskañ anezhañ gant an doueez Kālī (n'eus keñver ebet etre an daou anv-se e sañskriteg).

  1. The Indu and the Rig-Veda, p 16, gant Egbert Richter-Ushanas, ISBN 81-208-1405-3
  2. Yogananda Paramhansa, Autobiography of a Yogi, BiblioBazaar, p 200–201
  3. Dimitri Kitsikis, L'Orocc, dans l'âge de Kali, Editions Naaman,1985, ISBN 2-89040-359-9
  4. https://web.archive.org/web/20110713030453/http://www.info-sikh.com/PageYuga.html
  5. The Mahabharata, Book 3: Vana Parva: Markandeya-Samasya Parva: Section CLXXXIX
  6. Bhāgavata Purāṇa 1.16.20