Kalibr un arm-tan a zo alies treuzkiz e ganol, hag a-wechoù treuzkiz brasañ e vannadelloù. Evit ar c'hanolioù rizennet e vez muzuliet pe e foñs ar rizennoù (mod ar Stadoù-Unanet) pe e krec'h ar rizennoù (mod Europa). War dachenn ar c'hanolierezh eo ivez ar c'halibr ur muzul eus hirder ar c'hanol.
Ar ger kalibr, pe kalibr anvel, a vez implijet boaz ivez evit envel ar munisionoù savet hervez muzulioù standardizaet gant aozadurioù evel ar CIP en Europa pe ar SAAMI e Norzhamerika.
Hervez ar broioù eo disheñvel ar mod da renkañ ar c'halibroù a-fed ment : e Frañs da skouer e vez lakaet an holl galibroù dindan 20 mm da vezañ bihan, ar re etre 20 mm ha 40 mm da vezañ etre, hag ar re en tu all zo uhel. Er Stadoù-Unanet eo bihan ar c'halibroù izeloc'h o zreuzkiz evit .32 meutad (war-dro 8 mm), etre pa vezont etre .32 ha .39 meutad (etre 8 mm ha 10 mm), hag uhel en tu all[1].
Dre hengoun, er broioù european, muzuliet e vez trogleuziñ ur c'hanol (a-raok e vefe uzinet ar rizennoù) evit termeniñ e galibr, met er Stadoù-Unanet e kemerer e kont kentoc'h ar c'heit etre foñs rizennoù ar c'hanol. En Europa e implijer peurliesañ ar milimetroù. Er Rouantelezh-Unanet hag e Stadoù-Unanet Amerika e reer kentoc'h gant kantvedennoù ha milvedennoù meutad (1 in = 25,4 mm).
N'eo ket unvan ar mod da envel pep munision, met alies e vez heuliet ar reolennoù-mañ [2]:
Abalamour da se e c'hall bezañ anvet ar memes munision e modoù disheñvel hervez an dud. Evit ar munision 9 × 19 mm e reer ivez gant an anvioù 9 mm, 9 mm Luger, 9 mm Para pe 9 mm Parabellum. Ret eo gouzout ivez ne gord ket atav ar sifr kentañ gant muzul gwir treuzkiz ar boled : un emglev eo neuze, evit chom hep droukveskañ daou vunision. Da skouer, ne ra ket 8 mm pe 7,92 mm treuzkiz boled ar 7,92 × 57 mm Mauser (anvet ivez 8x57i), met 8,22 mm e gwirionez.
Goude ar c'halibr e lakaer un niver all a verk hirder ar gartouchenn e milimetroù : ur gartouchenn 12/70 a zo hiroc'h evit unan 12/65. Ar ger magnum a dalvez eo hiroc'h ar gartouchenn evit unan glasel : ur gartouchenn 12/76 a zo stumm magnum unan 12/70.
Kalibr e mm | Kalibr e meutadoù (") | Skouerioù munisionoù |
---|---|---|
4,31 mm | .17" | .17 HMR |
4,6 mm | 4,6 × 30 mm Heckler & Koch | |
5,45 mm | 5,45 × 39 mm M74 | |
5,56 | .22" / .223" |
.22 Short |
5,6 mm | 5,6 mm Suis | |
6,35 mm | .25" | .25 ACP (6.35 mm Browning) |
6,5 mm | .256" | 6.5 Creedmoor |
7 mm | .284" | |
7,62 mm | .30" |
7,62 × 51 mm ("7,62 OTAN" pe .308 Winchester evit e stumm sivil) |
7,63 mm | .30" | 7,63 × 25 mm Mauser |
7,65 mm Parabellum | .30" | 7,65 × 21 mm Parabellum |
7,65 mm Browning | .32" | .32 ACP (7,65 Browning) |
7,90 mm | .303" | .303 British |
7,92 mm | 7,92 × 57 mm Mauser | |
8,6 mm | .338" | .338 Lapua Magnum |
9 mm | .355" da .358" |
9 × 18 mm Makarov |
9,52 mm | .375" | .375 CheyTac |
10 mm | .40" | |
10,36 mm | .408" | .408 CheyTac |
11 mm | .44" | |
11,43 mm | .45" | |
12,7 mm | .50" | 12,7 × 99 mm NATO (.50 BMG) |
14,5 mm | 14,5 × 114 mm |
Evit an armoù chaseal flour o c'hanol avat eo disheñvel ar mod da envel ar munisionoù : anvet eo ar c'halibr gant un niver eus 4 betek 36. An niver-mañ a gord gant an niver a vannadelloù plom sferek a c'halled ober gwechall gant ul lur a bouez plom (da lavaret eo war-dro 450 gramm). Setu eo ledanoc'h kartouchennoù ar c'halibr 4 evit ar c'halibr 20 da skouer.
E milimetroù | E meutadoù | Anv ar c'halibr |
5,7 mm | 5,7 × 28 mm FN Herstal | |
6 mm | 6 mm | |
12 mm | .410" | kalibr 36, 36 Magnum |
13,84 mm | kalibr 28 | |
15,6 mm | .617" | kalibr 20 |
16,8 mm | .667" | kalibr 16 |
18,5 mm | .729" | kalibr 12 |
19,7 mm | .776" | kalibr 10 |