Kaneforenn

Kaneforenn. Livadur gantWilliam Bouguereau.

Ur ganeforenn(Daveoù a vank) (diwar ar ger gregach κανηφόρος, "a zoug paneroù") a oa ur plac'h yaouank, etre unnek ha pemzek vloaz, eus ur familh uhel, e servij an doueez Atena, hag a zouge paneradoù profoù war he fenn e-pad ar prosesionoù relijiel en Aten en Henamzer. Kinklet e veze paneradoù ar c'haneforenned gant bleunioù ha garlantezioù, karget e vezent gant traezoù a servije d'an azeulerezh, evel kontilli ha boued ...

Ar merc'hed kenedusañ a veze lakaet da ganeforenned, da hoalañ an doueed, ar briñsed, hag a deue da bokat dezho.

Er gomedienn Lisístrata , gant Aristofanes, e lavar un itron e oa bet "kaneforenn hag e touge ur c'holierad fiez" (Lisístrata, 641-647).