Graet eo gant 13 plakenn arc'hant, 12 anezho kinklet kaer, hag unan all a zo kelc'hiek en diaz anezhi. Kinkladurioù diavaez ar gaoter a ziskouez doueed kelt ha lidoù dezho. Abalamour da se, ha da vent al lestr, 69 cm treuz, 42 uhelder, e soñjer e oa bet graet evit aberzhoù relijiel.
Ouzh an diaz kelc'hiek e weler un tarv. War e gein ur vaouez gant ur c'hleze, o klask e lazhañ. Daou gi zo ivez, unan uc'h penn an tarv, egile dindan e dreid.
Pep hini eus an dremmoù diavaez a ziskouez ur bruched, un doueez moarvat. War an dremmoù a, b, c, ha d e weler gwazed barvek, war an teir all maouezed.
War an dremm a, ez eus un den barvek hag e pep dorn dezhañ un den bihanoc'h dalc'het dre e vrec'h. A-us da bep hini eus an daou-se ez eus un hoc'hig-gouez. Dindan treid an dud (war zivskoaz an doue) ez eus ur c'hi en tu kleiz, hag urmarc'h askellek en tu dehoù.
An doue zo war an dremm b a zo o terc'hel ur marc'h-mor, pe un aerouant, e pep a zorn. Lavaret ez eus e tenne d'an doue iwerzhonat Manannan, kar da ManawydanMabinogiKembre.
Bergquist, A. K., ha T. F. Taylor, The origin of the Gundestrup Cauldron, Antiquity, vol. 61, 1987, pp. 10–24.
Kaul, F., and J. Martens, Southeast European Influences in the Early Iron Age of Southern Scandinavia. Gundestrup and the Cimbri, Acta Archaeologica, vol. 66 1995, pp. 111–161.
Klindt-Jensen, O., The Gundestrup Bowl — a reassessment, Antiquity, vol. 33, pp. 161–9.
Olmsted, G.S., The Gundestrup version of Táin Bó Cuailnge, Antiquity, vol. 50, pp. 95–103.