Karabiner 98 kurz | |
---|---|
Karabiner 98k profet da Sveden gant ar gouarnamant alaman e 1940 | |
Kinnig | |
Bro | Trede Reich |
Doare | Karabinenn |
Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh |
Munisionoù | 7,92 × 57 mm Mauser |
Produerien | Mauser, kopiennoù gant kalz produerien all |
Mare produiñ | 1934 - 1945 (arme alaman) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,700 kg |
Hirder | 1.110 mm |
Hirder ar c'hanol | 600 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 500 m (betek 1.000 m gant ul lunedenn) |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 760 m/s |
Endalc'h | Karger diabarzh pourveziet gant klipoù 5 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar Karabiner 98 kurz (karabinenn verr 98) berraet e Kar98k pe K98k, ha kammskrivet alies "K98" (a oa ur garabinenn all, polonat), zo ur garabinenn kambret e 7,92 × 57 mm Mauser.
Etre 1899 ha 1904 e labouras an embregerezh Waffenfabrik Mauser AG war stummoù disheñvel eus ar fuzuilh Gewehr 98 evit respont d'ur goulenn war armoù berroc'h a oa o tiwan en Europa hag er Stadoù-Unanet.[1] Peurechuet e voe ijin ar Karabiner 98k e 1934 ha degemeret gant ar Wehrmacht d'an 21 a viz Even 1935. Produet e voe betek deroù 1945 ha diskar an Trede Reich. Bez' eo unan eus an doareoù armoù hiniennel hir diwezhañ bet produet gant an embregerezh Mauser.