Karl Barth (Basel, 10 a viz Mae 1886 – 10 a viz Kerzu 1968) a oa ur beleg protestant hag ur c'helenner doueoniezh a bouez eus Suis hag a savas a-enep an naziegezh.
Tremen a reas e yaouankiz e Bern. Ober a reas e studioù e Bern hag e Berlin. Etre 1911 ha 1921 e voe pastor e kêr Safenwil, e kanton Aargau. E 1921 e teuas da vezañ kelenner doueoniezh e skol-veur Göttingen, en Alamagn. E 1933 e savas ur gelaouenn a zifenne al luteregezh hag a abege ar gristeniezh alaman a-du gant an nazied. Bez' e voe unan eus ar re a skrivas Disklêriadur Barmen, ur skrid hag a zistaole levezon an naziegezh war ar gristeniezh alaman. Gant Barth e voe kaset ar skrid-se da Adolf Hitler e-unan. En enep d'ar pezh a reas an darn vrasañ eus ar gelennerien en Alamagn e nac'has touiñ le da Hitler. Neuze e voe skarzhet eus e bost e skol-veur Bonn, e 1935, ha distreiñ a reas da v-Basel, e Suis.
Goude an Eil brezel-bed e voe unan eus ar re a glaskas adunvaniñ ar gristenien alaman gant ar pobloù all. Bepred e savas a-du gant ar peoc'h hag a-enep an armoù.