Ur gartouchenn Wildcat (saozneg : kazh gouez) zo ur gartouchenn armoù-tan hiniennel fardet er gêr, en ur gemmañ elfennoù ur gartouchenn glaseloc'h all (kargad poultr, ment an douilhez, he c'holier pe ar boled da skouer). Kement-se a vez graet evit gwellaat galloud, hed-tenn pe kenefeder bannouriezh ur munision e bed ar sportoù tennañ peurliesañ. Ar c'hartouchennoù Wildcat n'int ket anavezet gant an aozadurioù reolenniñ etrebroadel evit ar CIP en Europa pe ar SAAMI er Stadoù-Unanet. Gwechoù 'zo e tiviz embregerezhioù munisionoù bras produiñ kartouchennoù bet wildcat, evel ar 7 mm-08 produet adalek 1980 gant Remington, diwar ar wildcat 7 mm-308 deveret eus an .308 Winchester.