Katalog ar Maouezed (γυναικῶν κατάλογος /gynaikỗn katálogos e henc'hresianeg) zo ur meurgan aet da goll eus Hellaz an Henamzer, anavezet ivez evel Ἠοῖαι, pe Ἢοἷαι (en latin Eoeæ, Ehoeæ, Eoiæ, etc.), deveret eo eus an droienn ἢ οἵη / ê hoiê, « Pe honnezh... », a oa e deroù pep arroud eus ar varzhoneg.
Kontañ a ra ar C'hatalog buhez an harozezed brudet e mojennoù Hellaz kozh, hini o bugale, doueed ha tud mesk-ha-mesk. Ur vammenn a dalvoudegezh eo evit studi ar mojennoù-se.
Lakaet eo an oberenn war gont Hesiodos abaoe an Henamzer, abalamour d'ur werzenn a lenner e dibenn e Deogonia.
« Ha bremañ kanit gant ur vouezh tener meuriad ar maouezi,
Muzezed an Olimpos, merc'hed da Zeus douger ar skoed. »
Ouzhpenn-se, e kreder peurvuiañ eo tennet 54 gwerzenn gentañ Skoed Herakles (un oberenn all lakaet war-gont Hesiodos) eus e Gatalog. Diwar-benn Alkmena eo ar gwerzennoù-se :
« Honnezh ivez, dilezet ganti he zi ha douar he zad,
A zeuas da Debai, da-heul Amfitrion gadarn,
Alkmena, merc'h da Elektrion a vod ar pobloù(...) »
Koulskoude ez eus meur a veneg er skrid a denn d'un amzer diwezhatoc'h eget hini Hesiodos, ma ranker lavarout n'haller ket bout sur eus piv e oa an oberour.
Pemp kan a oa en oberenn en he fezh, ha betek 1000 gwerzenn e pep hini. Ne oa ket ur meurgan harozek evel an Ilias, met kentoc'h ur meurgan kentelius.
Lodennoù zo a denn da arroudoù eus oberenn Homeros. Kement-se a hañval prouiñ e oa un oberenn war ar memes patrom, a ranke heuliañ ar memes reolennoù : ne oa ket un oberenn distag diouzh an hengoun, met ur meurgan e oa evel un toullad re all koshoc'h.