Kasamansa (fouleg ha wolofeg ; Casamança e portugaleg, Casamance e galleg, bet "brezhonekaet" e Kazamañs [1],[2]) zo ur rannvro, istorel ha naturel e mervent Senegal, etre Ginea-Bissau er Su ha Gambia en Norzh, he disrann diouzh hanternoz Senegal.
Div rannvro zo e Kasamansa : Ziguinchor er c'hornôg ha Kolda er reter.
Dont a ra an anv eus ar malinkeeg Kasa mansa a dalvez "roue Kasa" ; Kasa a oa ur rouantelezh kozh[3].
An anv Kasamansa zo bet gallekaet gant an drevadennerien ha roet d'ar Stêr Casamance, alese anv ar rannvro.