Ar gazeg eo parez ar marc'h, ha mamm an eal, pe an ebeul.
Peurvuiañ e komzer eus kazeg adal an oad a dri bloaz, eus ebeulez pa vez yaouankoc'h.
E bed ar sevel kezeg-red avat e komzer eus kazeg adal pevar bloaz.
Ma komzer eus kezeg el liester evit komz eus pared kenkoulz hag eus parezed eo peogwir e oa boutinoc'h ar parezed a vije implijet da labourat en atantoù kentoc'h eget ar par.
Pa vez leun ar gazeg e vez laret eo keneb. Ealiñ pe ebeuliñ a ra a-benn unnek miz. Magañ hec'h ebeul a ra betek pevar pe c'hwec'h miz, a-wechoù muioc'h, hervez imor ar vamm, pe hini ar mestr.
Unnek miz e vez ar gazeg o tougen hec'h eal. Kontet e vez etre 320-370 deiz.[1] Mareadoù tommder a vez bep 19-22 deiz adalek deroù an nevezamzer betek kreiz an diskar-amzer. Koulz an tommder evit ar c'hezekenned zo diazezet war hirder an deiz, ha kregiñ a ra pa grog an deizioù da hiraat. Se zo kaoz eo ehanet e-pad ar goañv. Ma vije brazezet e-pad ar goañv e vije oc'h ebeuliañ e-pad ar goañv ivez, da lavarout eo d'ar c'houlz yenañ ha gwashañ d'an ebeul.[2]
Ur gazeg yac'h a c'hallfe ebeuliañ bep bloaz, met ne garfe ket ar vistri sevel ur gazeg bep bloaz. An hini a fell dezhañ mont war e gazeg en deus ezhomm unan ha n'eo ket kenep ha ne vag ket hec'h ebeul, rak ankeniet e vez ar c'hezekenned pa vezont dispartiet diouzh o ebeulien, ha ne vez ket aes o dibrañ.
Ar gazeg a vez graet eus un tamm koad
Ur gazeg a vez laret eus ur plac'h vras, en un doare dizereat.