Ur c’hember, e douaroniezh, a zo ul lec’h ma kej div zourredenn, pe meur a hini, an eil gant eben.
Eus ar ger kember e teu an anv Kemper, a gaver en anv meur a lec'h e Breizh. Sellit ouzh Kemper (disheñvelout).
E broioù all ivez e kaver kêrioù a zo anvet diwar ur ger a dalvez kement ha "kember" : dont a ra an anv Conflans, a gaver e meur a lec'h e Bro-C'hall, eus ar ger gallek confluent ; e Kembre ez eus lec'hioù anvet cymer, ur ger kevatal da gember, met aliesoc'h eno e vez kavet ar ger aber en anvioù-lec'h zo lec'hiet en ur c'hember, evel da skouer Aberhonddu, zo e-kreiz an douaroù.