Kensonenn dre fic'hal

Doareoù distagañ
Dre serriñ
Klikoù
Tarzhañ
Strakal
Entarzhañ
Fic'hal
Ruzennoù
C'hwibanennoù
Dassonennoù
Fri
Stlakat
Froumal
Tostaat
Linkus
Vogalennoù
Hantervogalennoù
Kostezennoù

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn dre fic'hal (saoz.: affricate consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ma krog evel ur gensonenn dre serriñ (peurliesañ ur gensonenn kevig pe ur gensonenn dent) met pa vez distignet e vez lakaet an aer da fichal evel ma reer gant ur gensonenn dre daravat (da skouer [s, z]) pe raloc'h achuet gant ur gensonenn dre froumal.

Peurliesañ e vez treuzskrivet ar c'hensonennoù dre fic'hal oc'h implijout div arouezenn: an hini gentañ o tiskwel penaos e krog ar gensonenn dre serriñ hag eben evit diskwel penaos e achu dre daravat, da skouer [kx]. Seul wezh mar bez ezhomm avat, evit diskwel ez eus un unanenn fonemek anezhi kentoc'h evit daou fonem stag an eil ouzh eben e c'heller unaniñ an div arouezenn gant ur c'hombodig-stagañ, da skouer [k͡x]. A-hend all ez eus ereadurioù ispsial a c'hell bezañ implijet evit treuzskrivañ ar c'hensonennoù dre fic'hal implijet an aliesañ pa vez fonemoù anezhe e-lec'h rankout ober gant ar c'hombodig-stagañ-se: [ʦ], [ʣ], [ʧ], [ʤ], [ʨ], [ʥ]

Setu ur roll klok a-walc'h eus ar c'hensonennoù dre fic'hal implijet gant ar yezhoù dre ar bed gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

[ts] kensonenn kevig dre fic'hal divouezh, d.s. it. grazie [ˈgrat͡sje]; "trugarez")
[dz] kensonenn kevig dre fic'hal mouezhiet, d.s. it. zero ([ˈdzɛro]; "mann")
[tʃ] kensonenn dent dre fic'hal divouezh, d.s. gwenedeg uhel ket
[dʒ] kensonenn dent dre fic'hal mouezhiet, d.s. gwenedeg uhel Gwened
[t̠ʃ] kensonenn kevig dre fic'hal divouezh, d.s. saoz. choose ("dibab")
[d̠ʒ] kensonenn kevig dre fic'hal mouezhiet, d.s. saoz. joke ("farsadenn")
[t̠ɕ] kensonenn drekkevig dre fic'hal divouezh, d.s. pol. Ć
[d̠ʑ] kensonenn drekkevig dre fic'hal mouezhiet, d.s. mak. Ѓ
[ʈʂ] kensonenn tro-gin dre fic'hal divouezh, d.s. pol. czas ([tʂas]; "amzer")
[ɖʐ] kensonenn tro-gin dre fic'hal mouezhiet, d.s. pol. dżdżownica ([dʐːɔvɲʲiʦa]; "buzhugenn")
[pf] kensonenn gweuz-dent dre fic'hal divouezh, d.s. al. Pferd ("marc'h")
[bv] kensonenn gweuz-dent dre fic'hal mouezhiet, d.s. sañset e tekeg
[t̪θ] kensonenn dent dre fic'hal divouezh, d.s. louoeg
[d̪ð] kensonenn dent dre fic'hal mouezhiet, d.s. deneg
[cç] kensonenn staon dre fic'hal divouezh, d.s. samieg Skolt hag hungareg
[ɟʝ] kensonenn staon dre fic'hal mouezhiet, d.s. samieg Skolt hag hungareg
[kx] kensonenn drekstaon dre fic'hal divouezh, d.s. tswaneg
[qχ] kensonenn huged dre fic'hal divouezh, d.s. wolofeg
[tɬ] kensonenn kevig dre fic'hal a-gostez divouezh, d.s. navac'hoeg
[cʎ̥ʼ] kensonenn strakal staon dre fic'hal a-gostez divouezh, d.s. dahaloeg
[kʟ̝̊ʼ] kensonenn strakal huged dre fic'hal a-gostez divouezh, d.s. zouloueg
[mbʙ] kensonenn rakfriet froumal diweuz dre fic'hal mouezhiet, d.s. keleeg
[t̪ʙ̥] kensonenn froumal dent dre dre fic'hal divouezh, d.s. warieg
[tʳ] kensonenn froumal kevig dre dre fic'hal divouezh, d.s. ngkotheg
[tɽ̝̊] kensonenn froumal tro-gin dre dre fic'hal divouezh, d.s. malagasieg
[dɽ̝] kensonenn froumal tro-gin dre dre fic'hal mouezhiet, d.s. malagasieg


  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Logigoù Drek-logigoù Kilbleg Rak-staon Staon Gouel Hugenn Gargadenn Ankoue Tarzh Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ɕ ʑ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.


Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]