Keres

Ave natura ! gant Cesare Saccaggi e 1910. Ur brosesion da Geres.

Keres (Ceres e latin, Cerere en italianeg) e oa doueez ar mediñ hag an eost, kevatal d’an doueez hellazat Demeter.

Dont a rafe an anv eus ur wirizienn indezeuropek "ker" a gaver er gerioù "krouiñ" ha "kresk".

Implij an anv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Keres a oa merc'h da Sadorn hag Ops, gwreg ha c'hoar da Yaou, mamm da b-Proserpina o merc'h, c'hoar da Juno, Vesta, Neptun ha Pluton.

Gwelet e vez en oberennoù arzel gant ur vazh-roue, ur banerad bleunioù ha frouezh, hag un torkad ed.

Paeronez eo ivez da gêr Enna, e Sikilia. Hervez ar vojenn he devoa goulennet digant Yaou lakaat Sikilia en neñvoù. Abalamour ma'z eo tric'hornek an enez e voe krouet steredeg an Tric'horn.

Daouzek skoazeller

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Keres he devoa daouzek doueig dindani d'he sikour, d'ober war-dro al labour-douar:

  • Vervactor, a zigor an douar kozh
  • Reparator, a zrailh an douar kozh
  • Imporcitor, a labour gant an arar,
  • Insitor, a had,
  • Obarator,
  • Occator, a dremen an ogedoù
  • Sarritor, a c'hwenn
  • Subruncinator, a c'hwenn adarre
  • Messor, a ved
  • Conuector, a charre
  • Conditor, a vergn
  • Promitor, a rann.

Ur pennad diwar he fenn zo el levr De mulieribus claris gant Boccaccio.