| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Perissodactyla | ||
Kerentiad : | Equidae | ||
Genad : | Equus | ||
Anv skiantel | |||
Equus kiang Moorcroft, 1841 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar c'hiang (Equus kiang) a zo ur bronneg karnek hag a vev en India, Sina, Tibet, Pakistan ha Nepal.
Brasoc'h eo eget an azen gouez hag azen gouez Azia, spesadoù kar dezhañ. War-dro 2 m eo eo hirder hag 1.40 m ouzh an draen. Etre 250 ha 450 kg eo e bouez.
Cheñch a ra liv e vlevenn hervez ar c'houlz-amzer : arruz en hañv ha gell teñval er goañv. Hiroc'h ha stankoc'h eo e vlev diouzh ar goañv.
Tost-mat eo ouzh azen gouez Azia ha n'eus nemet 1% a ziforc'h etre TDN mitokondriennoù an daou spesad. Disheñvelaet e vefe an daou spesad war-dro 500.000 bloaz 'zo.
Bevañ a ra war-dro 20 vloaz.
Mare ar gouennañ a c'hoarvez e miz Eost ha miz Gwengolo. An dougen a bad 1 bloaz pe dost ha ganet e vez an eal nemetañ en hañv, pa eo fonnus ar boued.
Dizonet e vez an hini yaouank d'an oad a 1 bloaz ha tizhet e vez e oad gour da 2 vloaz.
Bevañ a ra e dezerzhioù ha stepennoù an uheldirioù, etre 4000 ha 7000 m a-us live ar mor.