Enezeg ar C'hikladez (gresianeg : Κυκλάδες Kykládes) zo un enezeg e Bro-C'hres, e Mor Egea, er gevred da Aten, kêr-benn Gres.
En Enez Syros emañ Hermoupolis, kêr-benn ar C'hikladez hag ar rannvro Su-Egea (Kykladez ha Dodekanesa). Evit ar C'hikladez ez eus 9 unanenn rannvro enni ha 19 kêr-enezenn.
En inizi ar C'hiklades e vez anvet kêr vrasañ an enezenn evel an enezenn hec'h-unan daoust ma vez alies implijet ar ger "C'hora" evit envel al lec'h : C'hora Naksos evit kêr-benn Naksos.
Niverenn war ar gartenn |
Enezenn | Unanenn rannvro |
---|---|---|
1 | Syros | Syros |
2 | Amorgos | Naksos |
3 | Anafi | Thira |
4 | Andros | Andros |
5 | Anti-paros | Paros |
6 | Thira | Thira |
7 | Ios | Thira |
8 | Kea | Kea-Kythnos |
9 | Kimolos | Milos |
10 | Kythnos | Kea-Kythnos |
11 | Milos | Milos |
12 | Mykonos | Mykonos |
13 | Naksos | Naksos |
14 | Paros | Paros |
15 | Serifos | Milos |
16 | Sikinos | Thira |
17 | Sifnos | Milos |
18 | Tinos | Tinos |
19 | Folegandros | Thira |
Menezioù-tan Milos ha Thira, marbr Paros.
Dre ma'z eo un enezeg eo evel-just ar vag ar mod aezetañ evit beajiñ etre an inizi. E-pad an hañv e vez bigi tizh-bras hag a liamm an inizi etreze. Met, pa'z eo aet kuit an douristed ne vez ket kalz a linennoù bageal. E-touez al linennoù a-hed ar bloaz ez eus :
Koulskoude e vez meur a aerborzh war an inizi, ar re vrasañ o vezañ Mykonos ha Thira gant 217000 ha 368000 beajour[1].
Gwelet ivez istor Henc'hres.
Industriezh e Ermoupoli.