Kippah

Yarmulkeoù krochedet gwerzhet e Jeruzalem

Ur c'hippah, a c'hell bezañ skrivet ivez kipa ((he) כִּיפָּה, liester : כִּיפּוֹת kippot; (yi) קאפל‎ koppel) pe yarmulke (/ˈjɑːrməlkə/, /ˈjɑːməkə/, (yi) יאַרמולקע‎) zo un tog ront graet gant danvez a vez gwisket gant ar Yuzevien (dreist-holl ar baotred) evit doujañ d'an urzh da c'holoiñ o fenn. Ar reizhkredennourien a wisk anezhañ bepred tra ma vez gwisket gant ar Yuzevien all evit pediñ, lavaret ur bennozh, lidoù ha servijoù er sinagogenn, e-lec'h ma c'hell bezañ prestet pe roet d'an dud n'eus hini ebet ganto.