Kisangani

Kisangani zo ur gêr e Republik Demokratel Kongo, pennlec'h proviñs ar Reter. Trede kêr vrasañ ar vro eo, war-dro 700 000 annezad enni.

Betek ar bloavezhioù 1970 e oa anvet Stanleyville, diwar anv Henry Morton Stanley hag a savas ul lec'h-eskemm en un enez eus ar stêr Kongo, nepell eus Kisangani, e 1883.