Kistinid

Arabat droukveskañ gant Kistenid en Aodoù-an-Arvor.

Kistinid
Kêriadenn Poull-Fetan.
Kêriadenn Poull-Fetan.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Quistinic
Bro istorel Bro-Gwened Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant an Oriant
Kanton Gwidel
Kod kumun 56188
Kod post 56310
Maer
Amzer gefridi
Antoine Pichon
2020-2026
Etrekumuniezh An Oriant tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro an Oriant
Lec'hienn Web (fr)www.lorient-agglo.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 421 ann. (2020)[1]
Stankter 33 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 54′ 21″ Norzh
3° 07′ 59″ Kornôg
/ 47.9058333333, -3.13305555556
Uhelderioù kreiz-kêr : 130 m
bihanañ 20 m — brasañ 177 m
Gorread 42,95 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kistinid

Kistinid a zo ur gumun eus Breizh e kanton Gwidel e departamant ar Mor-Bihan.

  • Melestradurezh: krouet e voe kumun Kistinid e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Kistinid e kanton Bubri; e Bann Henbont e oa. Diskaret e voe Kanton Bubri gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe kumun Kistinid e Kanton Ploue bet miret ha brasaet e 1801 gant an hevelep lezenn. Lakaet e oa bet en Arondisamant an Oriant bet krouet e 1800[2],[3].
  • Mervel a reas 134 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lâret eo 5,24 % eus he foblañs e 1911[4].
  • Mervel a reas 24 den abalamour d'ar brezel[5].
  • 1944, tud harzet: d'ar 7 a viz C'hwevrer, feldjandarmed, harpet gant ar Bezen Perrot (e-touez anezho Ange Péresse, genidik a Bubri) gant ar strollad Guy Vissault de Coëtlogon (e-touez anezho Joseph Le Ruyet, a orin eus Bubri) o doa harzet 17 rezistant e Baod, Bubri, Kamorzh ha Kistinid[6].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas ur milour[7].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kêriadenn Poull-Fetan.
  • Kastell "La Villeneuve Jacquelot".
  • Iliz katolik Sant Pêr.
  • Ur c'halvar er vourc'h.
  • Chapel Lokmaria I. Istor 1. ar savadur kent : nep roud, neb diell ; an anvadur hepken a ziskouez eo bet savet a-gozh. 2. an darvoudoù : gant leaned eus urzh an Dreinded, a zegasas e Kistinid kehelidigezh sant Matelin, e voe savet hervez un enskrivadur eus 1898, war-dro 1460. 3. ar savadurezh : war-dro 1450 e voe graet ar chantele hag ar c'hazelioù. Diwezhatoc'h e voe graet ar volz. Eus derou ar 16vet eo porched ar c'hreisteiz. E 1574, hervez m'eo skrivet ouzh ar c'hloc'hdi, e voe savet pe adsavet an nev, talbenn ar c'hornôg hag an tour. E 1898, an aotrou person an Deun a lakaas adkempenn bolzioù ar chantele, an tenn-kroaz hag ar c'hazelioù. Eus ar bloaz-se ivez eo ar gwerinier. II. Stad ar savadur Diouzh tres ur groaz latin, hag e mein-ben eo savet. Pinvidikoc'h eget boaz eo kinklet porched kazel ar c'hreisteiz, hag ivez talbenn ar c'hornôg, e doare an Azginivelezh. Klotañ a ra mat doare gotek an nor gent gant an talbenn tric'hornek. Ouzh bolz porched ar c'hornôg e spurmanter ur groaz kensakriñ. Eus ar 15vet eo an aoterioù maen en div gazel. Koadgoloet eo bet an aoter vras, ha tresadennoù an adaozerien a weler c'hoazh e plakennoù an daol (1898). E traoñ moger diavaez kazel an hanternoz e weler ur maen derou gwareg skrivet warnañ «M(ement)O : HOMO» a c'hellje bezañ bet degaset eus karnel gozh ar vered a oa gwechall tro-dro d'an iliz. E-kreiz ar vered edo gwechall ar c'halvar bloaziadet 1704 a zo bet delec'hiet e 1939 pa oa bet diskaret gwez ar frankizenn, nemet an ivinenn a zo bet tennet kuit da c'houde. Peder delwenn a dalvoudegezh a virer er chapel : 1. Delwenn ar Werc'hez, e kazel ar c'hreisteiz. Stadgwarezet abaoe an 21 a viz Here 1947, eo bet kempennet e 1966 evit 650 lur. Kizellet er 15vet kantved en ur goadenn e oa darn eus ur c'hroazstagadur a save marteze war an treust enor, a-us d'ar gael. Adlivet e voe e miz du 1793 war-un-dro gant ar groaz ha delwenn santez Anna, gant al liver Hemono. 2. Delwenn ar Werc'hez Vari hag ar Mabig Jezuz, a-gleiz d'ar werenneg vras. Oberenn gaer eus ar 15veet kantved e koad liesliv. E koubl he brec'h kleiz e toug ar Werc'hez he mab, ha plegoù hir he mantell a ziskenn e stumm neudadurioù kaer. 3. Delwenn an Dreinded : liesliv e koad eus ar 15vet kantved, disvoued ar garineb anezhi. Adlivet e voe e miz Gwengolo 1793 gant Yann ar Vuit (?) a gemeras evit en ober 14 lur (kalz nebeutoc'h eget Hamono a c'houlennas 125 lur daou viz diwezhatoc'h : marteze en abeg d'ar monc'hwezh ?). Doue an Tad a zo azezet o tougen en e zaouarn Jezuz kroazstaget hag ar Spered Santel e stumm ur goulm a-us d'ar groaz. Gant un doneg, ur c'hab ledan hag ur c'habell teirc'hurunenn eo gwisket. Rodellet kaer eo e varv hag e vlev. 4. Delwenn an Ecce Homo, (Jezuz kurunennet gant spern ha diskouezet d'ar bobl gant Pilatus), en ur c'horn eus kazel ar c'hreisteiz, e plastr, eus an 18vet kantved(?). Gwerennegoù nevez a zo bet lakaet e 1898 war ar chapel-se a zo chapel gaerañ Kistinid.
  • Chapel Itron Varia ar C'hloastr I. Istor 1. ar savadur kent : lec'hiet e kreiz ur c'hoad, nepell diouzh kastell Kernevez-Jakelod e hañval, diouzh e anv, bezañ bet savet war dachenn ur c'hamp roman («claustra», kael, foz-difenn, sparl). Ur maen-bonn a zo bet dizouaret un nebeut kammedoù diouzh kornôg an talbenn, a c'hell bezañ eus an amzer-hont. Pevar zalek eo. Seul vui m'emañ ar chapel war un duchenn ma weler ar vro tro-war-do. Eus ar 15vet kantved e c'hell an neinoù gotek. 2. an darvoudoù : mann. 3. ar savadurezh : 1638 a lenner war ar skoazenn er biz. 4. an adkempennadurioù : graet eo bet an doenn e 1978. II. Stad ar savadur Hirgarrezek, gant peder skoazenn peb a nein dezho, mogerioù maen-ben. E doare an Azginivelezh gant un talbenn tric'horn, peulioù pevarzuek ha kinkladurioù all emañ porched ar c'hreisteiz. Ur prenestr er reter. An arrebeuri : delwenn I.-V. Wir Sikour, e koad, bloaziadet 1638 ; delwenn Sant Servez, e koad, gant dilhad eskob, war e vrec'h kleiz e alc'houez arc'hant alaouret, hag, ouzhpenn, ur pesk (17vet kantved) ; delwenn santez Marc'harid, e plastr, o tont eus an arouant en doa he lonket (17vet ?) ; setu perak e vez pedet da geñver gwiliouderezh ar merc'hed.
  • Chapel Sant Matelin. er vourc'h
  • Chapel Sant Roc'h I. Istor 1. savadur kent. Aspadennoù ez eus anezhañ : ur piñsin dour benniget hag ur prenestr e moger ar c'hreisteiz eus ar 15vet kantved. 2. an darvoudoù. Distro un tammig diouzh al lec'hioù annez, war ribl un hent dioc'h dinaou, en un draonienn eiennek, e-kichen div feunteun ma chom unan c'hoazh hag ur poull-kannañ evit pirc'hirined o klask ar pare. Houarnoù-marc'h roet e gouestl a ziskouez e veze pedet ar sant evit al loened ivez. 3. ar savadurezh. Eus ar 17vet kantved diouzh ar stumm anezhañ. Un aoter ziavaez a zo bet savet e 1950 evit ar pardonioù, er reter d'ar chapel. 4. kempennidigezhioù. Aozet ez eus bet ur savadur evit tennañ an dour. Feunteun ar c'hornôg a zo bet kaset neuze da vourc'h Kistinid. II. Stad ar savadur. Hirgarrezennek gant ur c'hloc'hdiig pevar-tric'hornzalbennek digor war ar c'hreisteiz hag ar reter. III. Arrebeuri. 1. Delwenn sant Alar, e plastr, prenet e 1925. 2. Delwenn sant Roc'h, e plastr, prenet e 1925. Kemer a reont lec'h div zelwenn e koad meneget gant fichennaoueg an hendraoù e dielloù an departamant. Dindan ur c'hloc'hdi, en diavaez, roudoù ardamezioù daouhirgelc'hiek. E miz Mezheven 2007 e voe laeret listri enni: [8].
  • Chapel sant Yann e kêriadenn an Templ. I. Istor 1. Ar savadur : meneg ebet. 2. An darvoudoù : hervez fichennaoueg an hendraoù e dielloù Gwened eo kêriadenn an templ, kerkent ha 1160, sez un aluzendi eus Ospitalourien sant Yann. Eus an Demplourien hag eus Ospitalourien Sant-Yann e teufe an anv. E 1731 emañ ar chapel e piaou an Aotrou Kommandour a sav leveoù. 3. Ar saverezh : eus an 12vet kantved hag eus ar savadur kentañ eo ar c'hloc'hdi, ha presnestrig ar c'hreisteiz. Eus ar 15vet marteze eo al leon hag ar c'hi (?) a glink talbenn ar reter. Hiraet e hañval bezañ bet ar chapel neuze, da varn diouzh ar c'hempennoc'h m'eo ar mañsonadur stag ouzh talbenn ar c'hornôg. E maen-ruz eo kroazprenestr ar reter (17vet). 4. An adkempennadurioù : E 1792, e lakaer ur werenn ouzh ur prenestr a zo bet paeet 6 lur da Jaffre, gwerer. E 1920, e oa bet adc'hraet al lambrusk (s.o. dielloù ar barrez). E 1975, e oa bet dizoloet ar mogerioù diavaez. II. Stad ar savadur Hirgarrezek eo, gant ur gloc'hvoger da dalbenn gornôg, ha mogerioù mañsonet dizingal. Mont a reer e-barzh diouzh ar c'hornôg dre un diri pemp derez ha diouzh ar c'hreisteiz. Daou brenestr a sko ouzh ar c'hreisteiz, an hini koshañ ha bihanañ o vezañ eus an 12vet kantved. Ur prenestr bras ez eus e talbenn ar reter ha daou gizelladur maen. E-kichen an dorioù ez eus daou biñsin-dour-benniget, unan enasket er c'hornôg, unan all, ur granenn vaen anezhañ, er c'hreisteiz. Douar palumet eo al leur. Kaer eo an aoter e maen. Eus 1684 eo ar c'halvar nes. Dilec'hiet eo bet d'ar mervent.
  • Chapel Lokunole I. Istor. 1. Ar savadur kent. Na roud na ziell a-raok 1696. 2. An darvoudoù. Chapel ur genvreuriezh, evel ma'z eus kalz. 3. Ar savadurezh. Ar bloaz 1696 zo engravet ouzh gwareg dor ar c'hreisteiz, ha diouzh doare an amzer-hont emañ ar c'hloc'hdi. Un tammig nevesoc'h eo ar sekretiri. 4. An adkempennidigezhioù. E 1929, engravet e-kichen 1696, e voe adkempennet, ha digoret en-dro prenestr ar gevred. Dezouget eo bet ar sternioù-aoter e 1972 hervez dielloù ar barrez. II. Arrebeuri 1. Delwenn sant Korneli, e koad. 2. Delwenn sant Gwenole, e koad, eus an 18vet kantved. 3. Delwenn sant Anton a Badou, o tougen ar Mabig Jezuz. 4. Delwennig sant Kornelius gant div vuoc'h. E stern an aoter vras emañ ar peder oberenn-mañ. 5. Delwenneg ar c'hroazstagadur, ouzh moger an hanternoz. Jezuz etre sant Yann hag ar Werc'hez vari. Oberenn fraost a-walc'h eus ar 17vet pe 18vet kantved. 6. Delwennig santez Jenovefa. Ouzh moger an hanternoz, a-gleiz. E maen-raz. Un ibilh koad he dalc'h war ur sichenn e maen-raz ivez. An anv BOT GENOVEFA zo skrivet e lizherennoù gotek war ar sichenn bastellek. Adc'hraet eo bet an daouarn e koad. Oberenn dedennus eus ar 15vet pe 16vet kantved. Kizellet ma'z eo en doare gall, eo diaes gouzout evit petore kehelidigezh emañ eno ; hini ar vammenn, hini ar santez a beder evit pareañ diouzh ar glizi, pe hini ar santez a ro amzer vrav da geñver an eost. III. Stad ar savadur. Savadur eeun hirgarrezek gant dorioù ha prenester o skeiñ war ar c'hreisteiz hag ar c'hornôg, hag ur c'hloc'hdi karrezek douget war beulioù. Ur sekretiri, he mogerioù panellek, zo bet savet e tu an hanternoz.
  • Chapel santez Barba I. Istor 1. ar savadur kent : titour ebet. Maen-aoter eus ar 16vet en treuzoù. 2. an darvoudoù : lec'hiet war un torn-aod mein-sklent a-us d'ar Blaouezh, ez eo dediet da santez Barba patronez ar vaengleuzerien a vez kehelet e broioù ar c'hornôg adalek ar 15vet kantved. O vezañ m'emañ war ur pikern e vez kehelet Itron-Varia Garmez eno ivez. 3. savadurezh : dibenn ar 16vet, penn-kentañ ar 17vet (?). Ar bloaz 1684 a zo skrivet e tu ar c'hornôg war un ardamez n'eo ket bet morzholiet. 4. Adkempennidigezhioù : Eus dibenn an 19vet eo ur prenestr eus talbenn ar c'hreisteiz. Hiraet eo bet marteze a chapel war-du ar reter da varn diouzh framm an doenn. II. Stad ar savadur. Savadur hirgarrezek ma'z eer tre ennañ diouzh tu an hanternoe en abeg da zoare an dachenn, ha ma'z eo dall talbenn ar reter. Kloc'hdi bihan hirgarrezek. Frammdoenn kozh. Un aoter-vras e maen gwenn eus an 20vet kantved. Delwenn Itron Varia Garmez. Delwenn santez Barba.
  • Chapel sant Tudual I. Istor. 1. Savadur kent. Titour ebet. 2. Darvoudoù. Lec'hiet en ur gêriadenn gozh. Chapel ur genvreuriezh. 3. Savadurezh. Framm dor ar c'hornôg zo eus ar 15vet kantved. Ar c'hloc'hdi eus ar 17vet. 4. Kempennidigezhioù. An doenn ha livadur an delwennoù hag ar sternaoterioù e 1793. II. Stad. Hirgarrezek, digor war ar c'hreisteiz, ar reter hag ar c'hornôg, lirazet en diabarzh, he deus ar frammdoenn kaer hag ur c'hloc'hdi bihan karrezek. III. Arrebeuri. 1. Delwenn sant Andrev ouzh e groaz, e koad, oberenn fraost a-walc'h. 2. Delwenn sant Tudual, e koad, garineb divouedet, 14vet kantved (?). 3. Delwenn ar Werc'hez Vari gant ar Mabig Jezuz. E koubl he brec'h kleiz e toug he mabig, hag hemañ a astenn e zorn war-du brennid e vamm. Ur galon kroaz warni ez eus gant ar Werc'hez en he dorn dehou. O vezañ m'eo nevez a-walc'h ar groaz, e c'heller en em c'houlenn ha n'eo ket ket ar Werc'hez o reiñ bronn, a vije bet adaozet da c'houde. 4. Delwenn sant Jakez, gwisket e-giz ur pirc'hirin. Chapel Lokunole I. Istor. 1. Ar savadur kent. Na roud na ziell a-raok 1696. 2. An darvoudoù. Chapel ur genvreuriezh, evel ma'z eus kalz. 3. Ar savadurezh. Ar bloaz 1696 zo engravet ouzh gwareg dor ar c'hreisteiz, ha diouzh doare an amzer-hont emañ ar c'hloc'hdi. Un tammig nevesoc'h eo ar sekretiri. 4. An adkempennidigezhioù. E 1929, engravet e-kichen 1696, e voe adkempennet, ha digoret en-dro prenestr ar gevred. Dezouget eo bet ar sternioù-aoter e 1972 hervez dielloù ar barrez. II. Arrebeuri 1. Delwenn sant Korneli, e koad. 2. Delwenn sant Gwenole, e koad, eus an 18vet kantved. 3. Delwenn sant Anton a Badou, o tougen ar Mabig Jezuz. 4. Delwennig sant Kornelius gant div vuoc'h. E stern an aoter vras emañ ar peder oberenn-mañ. 5. Delwenneg ar c'hroazstagadur, ouzh moger an hanternoz. Jezuz etre sant Yann hag ar Werc'hez vari. Oberenn fraost a-walc'h eus ar 17vet pe 18vet kantved. 6. Delwennig santez Jenovefa. Ouzh moger an hanternoz, a-gleiz. E maen-raz. Un ibil koad he dalc'h war ur sichenn e maen-raz ivez. An anv BOT GENOVEFA zo skrivet e lizherennoù gotek war ar sichenn bastellek. Adc'hraet eo bet an daouarn e koad. Oberenn dedennus eus ar 15vet pe 16vet kantved. Kizellet ma'z eo en doare gall, eo diaes gouzout evit petore kehelidigezh emañ eno ; hini ar vammenn, hini ar santez a beder evit pareañ diouzh ar glizi, pe hini ar santez a ro amzer vrav da geñver an eost. III. Stad ar savadur. Savadur eeun hirgarrezek gant dorioù ha prenester o skeiñ war ar c'hreisteiz hag ar c'hornôg, hag ur c'hloc'hdi karrezek douget war beulioù. Ur sekretiri, he mogerioù panellek, zo bet savet e tu an hanternoz.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc'hskeudennoù[9].
  • Plakenn an tri Rezistant bet lazhet d'ar 24 a viz Gouhere 1944 ha chomet dianav, luc'hskeudenn[10].
  • Monumant ar 27 Rezistant, luc'hskeudenn[11].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
bro kêr abaoe
Iwerzhon Iwerzhon Loch Sionnaigh 1994
Banniel Okitania Okitania Sumèna 2013

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Cassini - EHESS - Kistinid - Fichenn ar gumun
  3. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 315
  4. (fr)Memorialgenweb
  5. (fr)Memorialgenweb
  6. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 136
  7. (fr)Memorialgenweb
  8. (fr)Le Télégramme
  9. (fr)Memorial Genweb
  10. (fr)Memorial Genweb
  11. (fr)Memorial Genweb