Ur c'hlasker-bara, pe ur c'hlasker-boued, zo un den paour a vev diwar an aluzen. Goulenn a ra arc'hant, boued, bod pe traoù all, digant tud all.
Alies e weler klaskerien-vara, er c'hêrioù bras, o kestal war-bouez un tas, un tog pe ur voest vihan, pe c'hoazh oc'h astenn o dorn, da gaout un nebeud gwenneien.
E Breizh, ha dreist-holl e Breizh-Izel, e oa ur plas a bouez gant ar glaskerien-vara e kevredigezh an amzer gozh, ha betek an XIXvet kantved. Kas a raent keleier a di da di, war ar maez, dibunañ a raent kontadennoù ha kanaouennoù, ha gallout a raent mont da birc'hirinañ e-lec'h an dud a roe an aluzen dezho.