Kleofon (Kleophōn, Κλεοφῶν) a oa ur politikour eus Aten en Henamzer. Hervez Aristofanes e on un Trak a orin.
Anv zo anezhañ evit ar wezh kentañ er vuhez politikel goude ar c'hentañ dispac'h oligarkek en Aten (411 kt JK). Sevel a reas an diobeliezh e 410-409 kt JK. Kontrol d'an holl bolitikourien a-bouez en Aten d'ar c'houlz-se e oa un den eus ar bobl ha n'eo ket eus an aristokratiezh. Sevel a rae lourennoù da c'hounit e vuhez. Kondaonet e voe d'ar marv gant an oligarked e 404 kt JK.