Ar c'hlochedigoù a zo div arouezenn boentaouiñ — « » — hag a dalv da enframmañ komzoù pe skridoù unan bennak en un destenn.
- a-raok ar c'hlochedig digeriñ («) : un esaouenn,
- war-lerc'h ar c'hlochedig digeriñ («) : un esaouenn,
- a-raok ar c'hlochedig serriñ (») : un esaouenn,
- war-lerc'h ar c'hlochedig serriñ (») : un esaouenn (hervez an elfenn da-heul),
- frazenn skouer :
Unan bennak en doa skrivet dindan gant un tach :[esaouenn]«[esaouenn]Hag hep bilhed ebet[esaouenn]». (Ti Vatriona gant Ernest ar Barzhig, Al Liamm, 1976 p. 12).
- daouaskoù,
- daoubik,
- gourskej (pik-skej, pik-virgulenn),
- krommelloù,
- pik,
- pik-estlammiñ (pik-estlamm),
- pik-goulenn,
- pikoù-arsav,
- skej,
- virgulenn-grec'h.