Koan eo pred diwezhañ an devezh.
Dont a ra ar ger eus an anv latin cena, "pred an abardaez".
Kemmañ a ra ar boued hervez ar broioù ha renk an dud er gevredigezh.
Soubenn pe yod a veze alies e Breizh-Izel war ar maez gwechall. Ne veze ket debret kig, boued ar re binvidik, nemet kig moc'h a-wechoù.