Ur gondolenn[1] (gondoła en veneteg ha gondola en italianeg), ur c'hondolenn[2], zo ur vagig du, ur roeñv dezhi, implijet da zougen tud e Morlenn Venezia.
Un doare all, anvet barcheta hag a dap betek 11 metr hed, a vez roeñvet gant daou gondolenner war Canal Grande ar vorlenn.
Mark Twain a deuas da Venezia e 1867. En e levrThe Innocents Abroad, pennad 23, e ra anv eus kondolennoù ha kondolennerien[3],[4].
Ouzhpenn kondolenn Venezia, anvet gondola veneziana, ez eus ur gondola lariana, dre lien, hag a weler war lenn Como.