Konstanz

Konstanz

Konstanz (distaget [ˈkɔnstants] en alamaneg unvan, [ˈkɔnʃtants] gant tud ar vro) zo ur gêr eus kreisteiz Alamagn e stad Baden-Württemberg. Emañ war ribl Lenn Konstanz, war harzoù Suis. Poblet eo gant 80 000 a dud pe war-dro. Ur skol-veur zo eno.

Er XVvet kantved e voe bodet ur sened-iliz eno, etre 1414 ha 1418. Pal Sened-iliz Konstanz e oa lakaat fin da Zisivoud ar C'hornôg. Kondaonet e voe Jan Hus da vezañ devet ha mervel a reas en un tantad d'ar 6 a viz Gouere 1415.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.