Koumoulenn vras Magellan

Koumoulenn vras Magellan
lLMC

Lec'hiadur
Hedkorn 05eur 23' 34"
Ledkorn -69° 45' 22"
Pellder 158 mil b.-g.
Steredeg Aouredenn ha Taol
Dezverkoù
Ment vanat 10.75° × 9.17°
Skin 14 mil b.-g.
Meurez manat 0.9
Meurez dizave ?
Perzhioù dibar
Anvioù all
SMC • NGC 292 • PGC 3085 • Nubecula Minor

Koumoulenn vras Magellan[1] a zo ur c'halaksienn gorr. Emañ 54 900 parsek diouzh Hent Sant-Jakez (da lâret eo war-dro 179 000 bloavezh-gouloù) ha hañval eo emañ e kelc'htro en-dro d'hor galaksienn. Daoust d'he stumm e soñjer e oa ur c'halaksienn gildroennek sparlek zo bet distummet gant nerzhioù mare Hent Sant-Jakez evel Koumoulennad vihan Magalhães. War a seblant a-hend-all en defe miret e sparl kreiz. Pevare galaksienn hor Strollad Lec'hel eo diouzh he ment. Ar C'halaksienn dostañ dimp eo ivez goude galaksioù korr ar C'hi Bras hag ar Gwareger.

Ne c'heller gwelet anezhi nemet en oabl an hanterzouar su diouzh an noz, a-dreñv steredeg an Aouredenn hag hini an Daol. Anavezet eo abaoe ar Ragistor gant annezidi an hanterzouar su met meneget e oa evit ar wech kentañ gant ar steredoniour persat Abd-al-Rahman Al Soufi e 964. Meneget eo gant Amerigo Vespucci e rentañ-kont e veaj e 15031504 hep termenadur gwirion hag ez eo ergerzhadenn Fernão de Magalhães en-dro d'an Douar a roas brud dezhi hag a zegasas hec'h anv.

Kavout a reer en he c'hreiz nivlennad an Darentolenn, an hini oberiantañ eus an toleadoù gant gourlammoù stered er Strollad Lec'hel ha meur a zruilhad digor hag a zruilhad boulek.

Staget eo su ar « sparl kreiz » ouzh Koumoulennad vihan Magalhães dre ur framm gaz ha stered anvet Pont Magalhães. Un orin eo da Redenn Magalhães ivez, ur framm diframmet diouzh ar Goumoulenn gant nerzhioù mare Hent Sant-Jakez.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Hervez TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.