Kowethas an Yeth Kernewek

Kowethas an Yeth Kernewek ("Kevredigezh ar Yezh Kerneveurek") eo anv an aozadur gantañ e bal kas war-raok ar c'herneveureg evel yezh vev.

Daoust ha ra ar gevredigezh hec'h-unan gant ar c'hernewek kemmyn, doare-skrivañ implijetañ ar yezh hag an hini lakaet da ofisiel gant Kesva an Taves Kernewek, e anzav gwir ar gerneveuregerion da implijout n'eus forzh peseurt doare-skrivañ hervez o c'hoant ha digor emañ ar gevredigezh d'an holl.

Embannet e vez gant ar gevredigezh ur gelaouenn viziek anvet An Gannas hag ivez levrioù ha danvez kelenn koulz war baper ha danvezioù klewelet.

A-hed ar bloaz e vez aozet devezhioù evit reiñ lusk d'ar yezh hag evit ma c'hell ar gerneveuregerion en em gavout evit kaozeal en o yezh penn-da-benn, en o zouez un dibenn-sizhunvezh peurkerneveurek a-bezh Pennseythun Gernewek dalc'het da vare Pask pe emgavioù lec'hel anvet Yeth an Werin dalc'het e tavarnioù peurliesañ pe c'hoazh Dydhyow Lowender, devezhioù dudi e kerneveureg penn-da-benn.

A-hendall e vez kinniget servijoù evit mann gant ar gevredigezh evit an neb a fell dezhañ/i goût hiroc'h pe implijout ar yezh, da skouer evit envel o bugale, o ziez hag o loened pe evit treiñ skridoù evit ar c'henwerzh.

Kaset e vez da benn kentelioù yezh ivez e Kernev-Veur a-bezh ha liammoù he deus ar gevredigezh gant meur a gevredigezh sevenadurel all koulz er vro hag er broioù keltiek all.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]