Krasis

Er yezhoniezh e vez implijet an termen krasis (diwar ar henc'hresianeg: krâsis "kemmesk; kej"; saoz: crasis) evit komz eus ar fed ma vez strizhaet ur vogalenn pe un diftongenn e dibenn ur ger gant ur vogalenn pe un diftongenn e penn-kentañ ar ger a deu war-lerc'h.

Degouezhout a ra alies evel ur perzh yezhadurel reizh e portugaleg, arabeg ha gresianeg, da skouer:

Portugaleg
a (araogenn; "da") + a (ger-mell strizh benel) > à
*Vou a a praia > Vou à praia ("Mont a ran d'an aod")


Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]