Ur c'hrater pe ur c'hrater stokadenn zo ur gleuzenn don pe donoc'h e stumm ur c'helc'h a zo bet stummet war-lerc'h stokadenn un draez a oa bras a-walc'h da chom hep bezañ distrujet penn-da-benn gant ar stokadenn. Implijout a reer ar ger-se e steredoniezh peurgetket d'ober anv eus disoc'h stokadur ar c'horfoù-oabl (un asteroidenn pe ur steredenn-lostek kouezhet war-c'horre ur blanedenn da skouer).
Dre vras e komzer eus astrokudenn d'ober anv eus holl zilerc'hioù ar stokadenn. N'eo ar c'hrater nemet ul lodenn eus an dilerc'hioù.
War-c'horre an Douar e vez diaes anavezout ar c'hraterioù peurliesañ. Betek ar bloavezhioù tri-ugent, deroù « oadvezh an egor », e vezent lakaet war gont ar menezioù-tan peurliesañ. A-drugarez d'ar gwellaennoù degaset gant studioù an egor, diorroadur ar skeudennoù douarouriezh, dre loarel pe ar geofizik, o deus gellet an douarourien reizhañ tamm-ha-tamm ar meskajoù kozh hag ober dizoloadennoù nevez.
Koulskoude e teu ar c'hraterioù da vezañ labezet buan abalamour d'an endro a gaver war an Douar :
Miret he deus al Loar, e lec'h ma n'eus na dour (pe hogozik), nag aergelc'h, na buhez, ar roudoù lezet gant holl ar stokadennoù zo bet war he gorre abaoe ma oa sonnet he zektonik. Reiñ a ra ur soñj mat eus an niver a gorfoù zo stoket ouzh an Douar.
Daoust d'ar c'hemmoù prim war-c'horre an Douar a zistruj dilerc'hioù ar stokadennoù ez eus bet anavezet war-dro 170 krater stokadenn[1] Mont a ra o zreuzskiz eus un nebeud degadoù metr betek 300 km, hag o oad a ya eus an amzer a-vremañ (da skouer kraterioù Sikhote-Alin e Rusia a oa stummet e 1947) betek daou viliard a vloavezhioù, daoust ma n'eo ket koshoc'h ar pep brasañ anezhe evit 500 milion a vloavezhioù abalamour d'an argerzhioù meneget uheloc'h. Kavout a reer anezhe dreist-holl el lodennoù stabil eus kreiz ar c'hevandirioù[2]. Nebeut a graterioù a oa dizoloet dindan ar morioù abalamour ma'z eo diaes ergerzhout anezhe, hag ivez abalamour ma cheñch buan deun ar morioù, lonket e diabarzh an Douar da-heul argerzhioù tektonik ar plakennoù.
Ar c'hraterioù a weler war gorreadoù kozh-kenañ evel war Merc'her, al Loar, ha highlands su Meurzh, a ziskouez e oa ur prantad bombezadeg stank abred e diabarzh Koskoriad an Heol war-dro 3,9 miliarda vloavezhioù zo. Abaoe an amzer-se e oa kalz izeloc'h ar feur produadur kraterioù war-c'horre an Douar, met chom a ra bras memes tra. Etre unan ha teir stokadenn bras a-walc'h da sevel ur c'hrater 20 km treuzkiz zo war-c'horre an Douar war-dro ur wezh bep milion a vloavezhioù well-wazh[3],[4] Diskouez a ra e tlefe bezañ kalz muioc'h kraterioù yaouank a-walc'h war-c'horre an Douar evit n'hon eus dizoloet betek-henn. Cheñch a ra feur ar c'hraterioù savet e kreiz Koskoriad an Heol da-heul stokadegoù er gourizad asteroidennoù a grou strolladoù tammoù zo kaset a-dreuz kreiz Koskoriad an Heol[5]. Savet e oa an "tiegezh asteroidennoù Baptistina" en ur stokadeg, 160 milion a vloavezhioù zo, ha war a greder he deus lakaet feur ar stokadennoù da greskiñ kalz.
Ar stokadennoù o deus lezet kraterioù bras (en tu all da gant kilometr treuzkiz) o deus pouezet moarvat war emdroadur ar spesadoù bev. Ar stokadenn he deus savet Krater Chicxulub, da skouer, he deus bet ur roll bras er steuziadur spesadoù a-vloc'h c'hoarvezet e diwezh ar C'hretase, a lakaas ar pep brasañ eus an dinosaored da vont da get. Marteze e oa ur maen-kurun eus an tiegezh asteroidennoù Baptistina a oa bet kaoz anezhi, 65 milion a vloavezhioù zo.[5]
Lod eus ar gweleadoù metal zo liammet ouzh ar stokadennoù-se evel ar gweleadoù aour ha platin zo e Sudbury e Kanada.
Ar c'hraterioù stokadenn eo an torosennadur pennañ a gaver war kalz korfoù-oabl eus Koskoriad an Heol evel al Loar, Merc'her , Kallisto, Ganymede hag ar pep brasañ eus al loarennoù hag an asteroidennoù. War-c'horre planedennoù ha loarennoù zo oberiantoc'h an argerzhioù douarouriezh enne, evel an Douar, Merc'her, Meurzh, Europa, Io ha Titan, ar c'hraterioù a weler n'int ket ken stank abalamour ma oant krignet gant an endro, pe douaret pe kemmet gant an tektonik.