Ur c'hrater (diwar ar verb gresian — "meskañ") a oa ul lestr implijet en Hellaz kozh da veskañ gwin ha dour.
Lakaet e veze ar c'hraterioù e-kreiz ur sal. Ledan a-walc'h e vezent, gant se ne veze ket diboan o dougen pa vezent leun.
Krater Eufronios zo brudet evit bezañ unan eus ar c'haerañ listri eus an Henamzer zo deuet betek ennomp.