Ar Gristenidigezh zo un argerzh e-lec'h ma kemm religion pe sevenadur eus un tiriad war-zu ar relijion kristen, dre an drouktunerezh a-wezhoù, anez dre ar feulster ma c'hallje disoc'h e gouennlazhioù ha lazhadegoù (Lazahadeg Verden, Kroaziadegoù balt, Heskinerezh relijiel en Impalearezh Roman).
Alies e veze troet an azeuldioù paganez da vout ilizoù kristen, ha forbannet e oa an doueed hag ar pleustrerezhioù lideg[1]. Ur bellerezh evit kristenidigezh ar broioù a zo Interpretatio Christiana, azasaet eo ar sevenadur, ar mojennoù, al lec'hioù glann hag an deiziaduroù diouzh ar relijion kristen dre an abostolerezh (avielerezh) diazezet war mennozh ar Magnus Commissio.