| |||
---|---|---|---|
Pecten maximus
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Bivalvia | ||
Daniskevrennad : | Pteriomorphia | ||
Urzhad : | Ostreoida | ||
Kerentiad : | Pectinidae | ||
Genad : | Pecten | ||
Anv skiantel | |||
Pecten maximus Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Kregin-Sant-Jakez (unander: Krogenn-Sant-Jakez)[1], a-wechoù kalipez, pe tenegenned, a zo blotviled daougleurek hag a vev er mor. Pesketaet e vezont, keginet ha debret. E Breizh e vezont pesketaet e bae Sant-Brieg dreist-holl.
Dre vras e vez graet gant Kregin-Sant-Jakez — pe gant gerioù kevatal da "gregin" — eus al loen-mañ e brezhoneg. A-wechoù, met ral a wech hag a-blasoù, e c'haller klevet kalipez, eus ar galleg rannyezhel écalipe, escalipe. E reter Bro-Dreger hag e Bro-Oueloù e vez graet gant tenneged[2].