Ktesifon (/ˈtesifõn/ ; henc'hresianeg : Κτησιφῶν eus ar c'hrennberseg tyspwn pe tysfwn) a oa ur gêr e Mezopotamia savet gant ar Bersed da vare ar Barted war ar stêr Digris. Kêr-benn ar Bersed e voe eus -58 betek 651.
Ur gêr eus bro Vabilonia e oa, savet gant rouanez ar Barted da gêr-benn c'hoañv. Kemeret e voe gant an impalaer roman Septimius Severus e dibenn ar bloaz 197.
Dismantroù Ktesifon ha Seleukeia (Σελεύκεια) a zo aet da sevel Bagdad.
Al-Madaïn, "Ar C'hêrioù", a vez graet eus aspadennoù Ktesifon ha Seleukeia hiziv.