An termen alamanek Kulturkampf a daolenna ar bec'h etre Prusia, frammet gant an Impalaeriezh alaman dindan galloud ar Reichskanzler Otto von Bismarck, a-enep an iliz katolik dindan ar pab Pi IX en XIXvet kantved. Ar stourm a greñvaas a-c'houde 1871 ha kenderc'hel betek 1878 ; a-benn ar fin ez echuas e 1887 gant un diskoulm diplomatek.
An dalc'h d'ar mare-se e oa disparti ar stad hag an iliz katolik en ensavadurioù politikel. Bec'h a savas etre ar Brusianed hag ar gevredigezh vroadel katolik polonat hag en dije gallet degas un disrann.
Protestantiezh a oa bet en afer mes ne oa ket an dalc'h pennañ. Ar brotestaned a oa kentoc'h e tu ar Brusianed daoust ma oant kristenien peogwir e oa atav bec'h etre an daou luskad. Otto von Bismarck en devoa kemeret diarbennoù kriz a-enep ar c'hloer katolik ha a feukas ar brotestaned hag ar liberaled.
Dre vras e oa gwaskoù kendalvoudek er broioù europat all a-hed an XIXvet kantved evit adaoziñ an darempredoù etre ar stad hag an iliz. Ar C'hulturkampf a daolenne ur stourm etre daou ved kevezer: ar virourien hag ar liberaled. Ar stad a c'houlenne ur politikerezh liberal o c'hoantaat un disrann splann etre ar stad hag an iliz ha desezañ ar briedelezh keodedel. Ar nerzhioù relijiel, katolik ar peurvrasañ anezho, a oa a-enep, kinnig a rae kentoc'h levezon an Iliz e-barzh ar vuhez foran ha pennpouez an Iliz hag ar relijion war ar stad hag ar skiant.