Kuzul an Uheldirioù (Comhairle na Gàidhealtachd e gouezeleg; The Highland Council e saozneg) a zo unan eus an 32 "dakad-kuzul" pe "kuzulva" a zo e Bro-Skos. An hini brasañ eo a-galz, lec'hiet e norzh ar vro. Daoust da se ne c'holo nemet un darn eus an Uheldirioù. En Inbhir Nis emañ sez ar c'huzul. Etre 1975 ha 1996 e oa ur rannvro dindan ar memes tachenn anvet "Uheldirioù" ivez.
|