Unan eus departamantoù Kolombia eo La Guajira. Emañ lec'hiet e biz pellañ ar vro ha Riohacha eo anv ar gêr-benn eno. En departamant-mañ e vev ar bobl Wayuu, unan eus pobloù indian niverusañ Kolombia. Ur yezh karibek a gomz ar Wayuued. La Guajira zo un departamant dezherzhel sec'h-kras. Kavout a reer ennañ tevennoù traezh doare ar Sahara. Ul lec'h brav-eston eo, digenvez hag avelek. Kudennoù feulster ha paourentez bras-tre zo er vro abaoe atav. Ul lec'h tremen etre Kolombia ha Venezuela eo ma paot ar floderezh. Bevañ a ra ar Wayuued diwar labour an holen. Brudet-tre eo o faludoù holen. E su an departamant hag er gêr-benn peurgetket e vev dreist-holl ar Golombianed. An Indianed, int-i, zo bet argaset war-zu ar biz pellañ hag an douaroù krinañ.