Al labour-douar organek zo un doare da labourat an douar, da c'hounit legumaj ha frouezh en un doare naturel, pe organek, hep temzoù kimiek, louzoù diouennañ, pe organoù kemmet
Gant an doare-ober-se e klasker diwall ar vuhez e pep stumm, an endro, ha labour organek an douar.
Al labourerien-douar a labour en doare-se a ra gant temzoù naturel, teil naturel, ha c'hwennat a reont an douar e-lec'h skuilhañ a bep seurt dourennoù kimiek. Er bed ez eus 31 milion a hektaroù labouret en un doare organek[1].
Bec'h a vez o kavout douar d'ober labour-douar organek: arc'hant zo d'ober hentoù dre ar parkeier ma vo kollet an douar da viken, da skoazellañ al labour-douar organek avat n'eus ket.